Dilennadegoù Europa: da betra servij Parlamant Europa
En holl eo 400 million a geodedourien european 'zo galvet da vont da votiñ. Soñjal a reer e vo nebeutoc'h a dud o vont da reiñ o mouezh evit an droiad-mañ eget na oa bet biskoaz. Soñjal a ra da lod ne selvij da netra, 'n eus ar Parlamant re a c'halloud, pe re nebeut anezhañ. Disanavezet e chom an ensavadur-sen hag a seblant pell deusoutomp. Dibaoe penn kentañ ar sizhun e vezomp gant skipailhad ar gazetennerien o klask displegiñ petra eo an Unvaniezh Europad, neuze. Ha neuze e c'hello aesoc'h pep hini ober e soñj ma selvij mont da votiñ da un dra bennaket pe ne ra ket. Hiriv e tisplego Tunvezh Gwlagen-Grandjean deomp da betra sevlij Parlamant Europa.