keleier 5:30 noz
Aet eo ar poder e kêr! Dilojet eo Awen Prigent deus Lokenvel da Venac'h, e bro Dreger. Evit fin ar sizhun 'oa dorioù digor e stal poderezh ar paotr, hemañ a gont deomp deus e vicher. gant Tudual Karluer
selaou
A boan ma vo un devezh ehan etre fin an Erer Kozh 'ba Karaez ha penn kentañ Gouelioù meur Kerne, 'ba Kemper.
Krog 'vo gant ar festival ofisiel warc'hoazh met fenoz 'vo kinniget un abadenn memes tra gant Arz Ys ha Jef ar Penven 'ba 'n iliz-veur.
Ar bloaz-mañ 'vo muioc'h a leurennoù, muioc'h a emgavioù, muioc'h a lusk, sur 'walc'h peogwir eo bet berraet ar gouel 'neus displeget Guy Riou, unan deus an aozerien, deus mikro Anne Gouerou
selaou