Keleier ar vro d'ar Meurzh 24 a viz-Du 2026
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.
Sikour evit ur familh balestinian
Bloaz 'zo e oa deuet Yaser Al Rayyez, ur palestinian yaouank eus Gaza, da repuiñ da Gonk-Kerne. Degemeret eo bet gant ur familh eus ar vro. Abaoe emañ-hi o klask an tu da lakaat Arafat, an tad, da zont da Vreizh da vezañ soagnet. Met da zigentañ vo dav rastellañ 42 000 euroioù da baeañ frejoù an ospital. Selaouoùp Anthony Le Crom, eus komite skoazell ar familh Al Rayyez.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.
Kavet 'zo bet un ti da gKLT e Montroulez !
Digwener e oa bet digoret Ti ar Vro Montroulez ! Ur batis eus ar re vravañ, da zegemer KLT hag an 29 kevredigezh all zo e-barzh. Ur milion a eurioù a zo bet postet evit an dra-se ha kaset eo bet ar projed-mañ gant Jean-Paul Vermot, maer Montroulez ha prezidant kumuniezh Bro Montroulez. Selaouomp Catherine Milin ha Jo Kalvez.
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Gwashaet eo an traoù d'ar merc'hed en Afghanistan c'hoazh.
Armoù gall bet kavet etre daouarn trafikourien-aour er Surinam.
Tud-ar-veaj zo tamallet dezho bezañ lakaet tren Cléon da zirailhañ e miz-Gwengolo
Komañset eo Bodadeg vras an AMF.
Hag a bosto Cyril Hanouna arc'hant e kleub War-Raok Gwengamp ?