War an inizi Gall e bro Skos zo bet botet enep ar Brexit
Bet eo Maksim Touze war an inizi Gall e bro Skos, ar Western Isles, an inizi lec'h ma vez klevet ar muiañ a c'houezeleg e beg an dud. An digarez evitañ d'ober anaoudegezh gant tud ar vro ha kaout o soñj war ar yezh, hag ar bolitikerezh. En em gavet eo gant Eilidh MacLeod, kazetennerez evit ar radio BBC eno. Goulennet en eus diganti da gentañ peseurt soñj zo gant an dud war an enezennoù da geñver ar Brexit. 59 % deuhouto o doe votet evit chom.