Penaos 'mañ al lezenn c'hall war ar gwir da vervel gant dellez ?
A-benn dilun e c'hello medisined an aotroù Vincent Lambert chom hep ober ar peadra evit ma chomo bev. An den, 42 vloaz hiriv an deiz, ne 'z eus ket buhez en e empenn ken goude ur gwallzarvoud karr-tan, dek vloaz 'zo. Dibaoe 2002 ha lezenn Kouchner e c'hell an dud klañv skrivañ o soñj war an doare m'o defe c'hoant e vefe graet war o zro just a-raok mervel. Mez n'en oa ket Vincent Lambert graet ar peadra a-raok e wallzarvoud evel just... Pemp kwezh zo bet diskleriet gant ar vedisined hag ar justis e voe dav laoskel Vincent Lambert da vervel dindan ar 6 bloaz tremenet. Mez disemglev a zo etre gwreg an aotroù Lambert hag e vedisined deus un tu, hag e dud deus an tu all.
Bet eo Tunvezh Wlagen-Grandjean da c'houlenn hiroc'h digant an ADMD, ur gevredigezh a stourm evit m'en o ar gwir pep hini da vervel gant dellez (Droit à Mourir dans la Dignité). E Penn-ar-Bed emañ Andrée Gwilhamet dileuriadez ar gevredigezh.
Tud Vincent Lambert n'o deus ket doare nevez ebet ken evit ober galv deus an diviz dirag ar justis. Goulennet o deus sikour memes tra digant Difenner ar Gwirioù. Hag emgav he deus roet e vamm disul dirag ospital Reims evit goulenn ma vo kendalc'het gant an ospital da vouetiñ he mab.