300 kelenner an deskadurezh prevez dirak burev Richard Ferrand
War dro 300 kelenner eus ar skolioù kristen ha Diwan 'neunt manifestet dirak burevioù prezidant Parlamant Bro-C'hall, Richard Ferrand hudu, da vare kreisteiz. Ur vanifestadeg 'vit stourm a-enep al lezenn war ar skolioù savet gant minister an deskadurezh Jean-Michel Blanquer. Ar sizhun dremenet eo kelennerien ar skolioù publik 'oa bet o vanifestiñ war ar straedoù 'vit memes abegoù. Izili eus sindikadoù CFTC, CFDT-Fed ha Solidaires 'oa 'ba Kastellin, en o zouez Martine ar Gall skolaerez 'ba Bro-Leon. Kontet 'neus da Erwan Blanchard 'pezh a laka 'nezhi da fuloriñ.