Kavet 'n eus Departamant ar Morbihan 1 milion a euroioù evit Iliz-Veur Paris
Ur million a euroioù 'vit sikour adsevel Itron-Varia Bariz, setu 'pezh 'neus kinniget François Goularzh prezidant departamant ar Morbihan. Aet eo koataj iliz-veur Pariz gant an tan ur sizhunvezh 'zo ha distruj bras 'zo, gwir eo. Met ha perzh departamant ar Morbihan eo reiñ kement-se a arc'hant 'vit adneveziñ ur savadur relijiel 'zo 'ba Pariz? Ul lodenn eus annezidi an departamant 'zo a-enep krenn, en o zouez izili kevredigezhioù bihan 'zo krennet o yalc'hadoù 'blam 'neus divizet ar Stad C'hall digreskiñ ar yalc'hadoù roet d'an ensavadurioù lec'hel. Tristan Nedeleg 'zo ezel eus Mignoned ar brezhoneg, o chom 'ba bro an Oriant. E soñj 'neus roet da Erwan Blanchard.