Ostaleri ar re yaouank e Brest 'zo klaset evel savadur istorel!
N'eo ket bet savet Ostri evit ar yaounkiz 'ba Brest daou ugent vloaz 'zo met koulskoude eo klaset savadur istorel. E 1983 'oa igoret an ostri se 'ba karter ar Vilin Wenn nepell eus Oceanopolis hudu. Un Ostri brav kaer savet gant betons, ha koad e kreiz ul liorzh brav gant gwez uhel. 136 gwele, ter sal debriñ, salioù emvod, ul lec'h 'vit an holl bars a 200 metrad karrez setu 'pezh eo al lec'h burzhudus 'mañ 'ba Brest. Jean-Luc Bleunven 'zo prezidant kevredigezh an ostalerioù 'vit ar yaouankiz 'ba Penn-ar-bed. Muioc'h a displegadennoù gantañ diouzhtu.