Kann al Loar 2019, dreist d'an harzoù
Embannet zo bet programmadur gouel Kann al Loar ar bloaz ! Prantad 2019 ar festival sevenadurel Breizh a zo bet savet dindan ur brezidantelezh nevez : Marie Pasquereau a zo bremañ e penn ar gouel e Landerne e plas Tangi Tomin. Chomet eo heñvel e spered atav 'ta, gant a bep seurt arvestoù c'hoariva, dañs, sonadegoù ha festoù-noz. Deomp d'ober un tamm tro er brogrammadur asambles gant Youen Boulig, karget a gehentiñ evit Kann al Loar. Lâret a ra deus mikro Erwan Blañchard penaos e vo roet ton da ur skrivanger meur gant ar strollad c'hoariva ar Vro Bagan ar bloaz-mañ.
Kann al loar a vo dalc'het neuze e Landerne etre an 3 hag ar 7 a viz Gouere ar bloaz-mañ, un tammig abretoc'h vi boaz.