80 'loaz 'zo oa c'hoarvezhet « La Retirada »
A-wechoù 'ra vat sell war-gill un tamm. 80 'loaz 'zo oa c'hoarvezhet « La Retirada ». Kantadoù a miliadoù a republikaned katalan ha spagnol oc'h achap kuit eus o bro goude 'bout bet trec'het ga soudarded Frañko. Pad ar goañv 1939 'zeus bet treuzet ar Pireneoù ga meur a hini, bugale, soudarded republikan ha familhoù, 'vit klask repu 'ba Bro C'hall. Aze int bet digemeret gwall-fall o vout lakaet 'a kampoù-bac'h. 'Ba Breizh 'oa 'nem gavet repuidi ivez. Hag abred 'walac'h, giz 'pezh vo lâret ga Klaod an Duigoù 'zo bet kelenner war an istor. Ma 'n oant ket bet digemeret mat ga'n holl vretoned 'blam d'abegoù politikel ha relijiel, memestra 'oa bet kalzig a dud o klask skoazell anezhe. Ur pennad-kaoz graet gant Gwenvael Delanoe.
Darn eus ar republikaned, broadelourien euskaris, anarkourien pe komunourien 'doa dalc'het ga'r stourm warlerc'h, 'nep d'an nazied ar wech-mañ. Lod 'zo deuet da vout brudet awalac'h ba 'Breizh 'giz Roque Carillon [roké kariyon] 'zo chomet 'ba'r vro betek fin e vuhez. Ha ma faot deoc'h kaat minioc'h a ditouroù diwar-benn La Retirada 'vo eus ur c'holok etre an 'ni kentañ hag ar pevar a viz Ebrel 'ba Brest ha Kamelet. Ga skolveur an UBO 'vo aozet an darvoud-se.