en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dec'h 'noant staotet ar PIGed 'vit goût peseurt feur a c'hlifozat 'zo 'ba o c'horf

Dec'h 'noant staotet ar PIGed 'vit goût peseurt feur a c'hlifozat 'zo 'ba o c'horf

Dec'h beure 'ba'n Drinided-Langonned 'oa bet staotet gant 29 den pep hini d'e dro 'vit lakaat da vout dielfennet ar glifozat 'zo ba o staot. Ofisiel-tre 'oa an afer : un urcher 'oa aze 'vit gellout prouiñ ez-ofisiel 'oa bet graet mat pep tra. 'Blam da se 'oa pep hini dirazañ e vragoù-dindan a-raok mont da staotat, kuit da guzhat traoù 'vit lak nezhe barzh o staot ! Pa vo dielfennet ar c'hementad a c'hlifozat 'zo 'ba pep banne staot 'vo dougenet klemm gant darn vrashañ eus an dud, Jose Nadan en o zouez 'vo klevet da gentañ. War-e lerc'h 'vo klevet Jil Kilevere, eus ar strollad PIG (staoterien diyoulvat glifozat).(Ouzhpenn 1 300 a dud 'o diche lakaet o anvioù 'vit dielfenañ o staot 'ba Breizh, peurliezhañ 'vit dougañ klemm warlerc'h. 'Pezh 'zo eo un tamm kaer an afer alato : 135 euro 'vit ober an daou. 'vit minioc'h a ditouroù, kit war lec'hienn internet pig.log.bzh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio