Levr ha fest-noz en enor da vMarsel Gwilhouz
Disadorn 'oa enoret Marsel Gwilhouz, kaner kan ha diskan re-holl anavezet, war an ton bras 'kerzh ur fest noz e Plounevez Kintin e bro Fañch. E Laruen 'oa bet ganet Marsel Gwilhouz, er bloavezh 1930, ha desket gantañ kanañ en-yaouank, kanañ plin da gentañ, sur deoc'h. Met ouzhpenn bezañ kaner eo brudet ken ha ken evit bezañ deus ar re o deus degaset gouiezegezh ar c'han, ha pelloc'h evit se lennegezh dre gomz d'ur bern tud deus ar rummadoù yaouankoc'h, dre ar c'hontadennoù. Ma oa savet ur fest noz disadorn eo da-geñver kinnig ur pezh levr nevez deut 'maez diwar-e-benn, bet skrivet gant Marthe Vassalo, hag Ifig ha Nanda Troade. Al levr, skrivet e galleg a zo bet embannet gant Dastum hag ar PUR (ti embann skol-veuriad Roazhon). En-ofisiel da vat 'oa kinniget al levr, gant an aozerien evel-just, ha dilennidi ar vro, an departamant, ha betek an depute. RKB 'oa war blas disadorn, e-touesk kantadoù a dud, kement ha dastum soñjoù hag eñvorennoù war-dro da Varsel Gwilhouz. Setu 'ta un tamm dibab. Da gentañ gant prezidant ar gumuniezh kumunioù, Jean-Yves Philippe, bet soner ha kaner, gant Jean Yves Kere hag Annie Ebrel da c'houde.
« Marcel Le Guilloux, chanteur, conteur et paysan du Centre Bretagne » a zo anv al levr nevez embannet.