Start 'ar jeu 'ba koadoù Breizh etre chaseourien war-varc'h hag o enebourien
'Kerzh ar goañv 'zeus bet aozet un neubeut a zarvoudoù chaseal-se ga'r c'hevredigezhioù « vènerie » 'zo ba'r vro. Met deuet 'zo ganto war an dachenn izili strollad AVA (abolition de la vènerie aujourd'hui) d'o eveziañ. Videoioù tens ha feuls o deus lakaet indi en linenn 'vit diskouezh 'pezh 'vez graet 'ba'r c'hoadoù... Da skwer ur c'harv beuzet 'ba'r poull-dour ga'r chaseourien, pe c'hoazh ur moc'h-gouez drebet bev ga bochad chas. Manifestet 'zo bet ga izili Ava 'ba St Brieg e miz tremenet 'vit goulenn ma viche lakaet maez-lezhenn an doare-se da chaseal. 'Pezh 'na blij ket d'ar chaseourien evel just. Levenez Morvan 'deus kemeret perzh en un neubeut oberennoù. Gant Gwenvael Delanoe eo bet aterset.
'N'eo ket bet disklaeriet mat an afer-se betekhen. Nag un all a zo bet kaset dirag ar justis : 5 chaseour 'vo barnet 'benn an hañv o tont ivez. Tamalet vez dezhe bout bet feuls-tre 'nep d'un ezelez eus strollad AVA. He fenn o diche lakaet 'b'an dour 'vit damveuziñ neï. Da c'hortoz disorc'hoù ar justis 'vo d'an 30 a viz Meurz un emvod gant an daou du pep hini 'ba Pempont. Vit lidañ fin ar prantad chaseal aotret, pep hini 'vit e abeg e-un'.