Ha difennet vo d'an dud skeiñ war o bugale ?
Emañ ar Stad war an hent da zifenn implij ar feskennadoù hag ar flac'hadoù war ar vugale. E Europa o deus 22 vro difennet implij ar feulster war ar vugale dija. Ouzhpenn da vro C'hall, ne chom ket mui ken Tchekia, Slovakia, Italia, ar Rouantelezh Unanet, ha Blegia ha n'o deus ket en graet. Florence Rossignol, bet ministrez ar familhoù, he deus kinniget ouzhpennañ er C'hod Sivil lâr eo dibosubl implij ar feulster gant an dud war o bugale. Degemeret eo bet dimerc'her tremenet gant ar Senedourien. Evel bep wezh ma vez lakaet ar gaoz war ar sujed-se vez klevet a bep seurt arguzennoù enep. Manon Renault, hag he deus bet labouret en ospital psikiatrek evit ar vugale, a zispleg hiroc'h deomp. Emañ-hi deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.