en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Marvet eo Yann-Fañch Kemener

Marvet eo Yann-Fañch Kemener

Aet eo Yann-Fañch Kemener da anaon disadorn, 'ba e di 'ba Tremeven 'ba kichen Kemperle. Abaoe muioc'h 'vit ur bloavezh 'oa ar c'haner o stourm a-enep ar c'hrign-bev. 'Benn ar fin eo bet trec'het gant ar c'hleñved d'an oad a 61 bloaz. Ur c'haner a-bouez evit Breizh eo bet Yann-Fañch Kemener e-kerzh ar 45 bloaz diwezhañ. Gant e vamm ha tud 'vel Jean-Marie Youdeg eus Plounevez-Kintin, Jean Poder eus Plougernevel pe c'hoazh Marie-Joseph Bertrand eus Sant-Nikolaz 'n oa desket kanañ gwerzioù ha kan ha diskan. Gounezet gantañ priz kentañ Kan ar Bobl hag hini akademiezh Charles-Cros 'vit ar bladenn "Chants profonds de Bretagne". Gant kanerien ha sonerien braz Breizh evel Marsel Gwilhouz, Erik Marchand pe c'hoaz Didier Skiban 'neus bet tro da ganañ. Savet 'noa e 1988 ar strollad brudet kaer Barzaz. Ur garrierenn eus ar c'hentañ 'vit ar c'haner ganet 'ba Sant-Triffin 'ba Bro Fañch. Ur brezhoneger a-feson ivez hag 'neus klasket treuzkas 'pezh 'neus desket 'pa 'oa bihan. Setu 'pezh 'neus laret Lena Louarn, bez-prezidantez rannvro Breizh e-karg eus ar brezhoneg, da Erwan Blanchard. 'Benn dimeurzh 'vo dalc'het obidou Yann-Fañch Kemener 'ba e vro c'hinidik 'ba Sant-Triffin. Kenderc'hel 'raio hor radioioù da enoriñ unan eus ar mouezhioù bravañ 'zo bet 'ba Breizh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio