Aljeria: ar re yaouank a c'houlenn gant Bouteflika mont kuit!
Abaoe an 22 a viz C'hwevrer 'zo savet milieroù ha milieroù a dud en Aljeria, unan eus luskadoù kreñvañ 'zo bet 'bar vro se e-kerzh an 20 vloaz tremenet. C'hoant ar prezidant Bouteflika da lakaat e anv 'vit an dilennadegoù 'vo dalc'het d'an 18 a viz Ebrel 'zo kaoz. Fell ket d'ul lodenn vat eus an Aljerianed e klaskfe bout dilennet ur pempvet gwech eus renk. Ur c'hoant cheñch rejim 'zo 'bar vro se 'zo renet gant an izili eus FLN c'hoazh. Ouzhpenn se eo klañv bras Bouteflika abaoe 2013 'pa 'oa skoet gant un AVC, diwar se ne vefe ket gouest bout prezidant ken. Sami 'zo Aljerian, o chom 'ba Brest abaoe meur a vloaz. Gortoz 'ra gant prez warno 'yafe Bouteflika kuit. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.