Atersadenn an deiz get Natali kenkadze -ICPI: Erasmus + hag embregerezhioù sokial
Hiriv eh eus bet lakaet ar gaoz àr ar suhuniad program etrevroadel àr an embregerezhioù sokial, lec'h ma oa bet pedet tud yaouank a Vreizh de vonet ivez. En o zouez Azenor Kallag -brezhoneg er Skol-Veur, Ismael Morvan ha Divi Alliot-Toupin Bak e brezhoneg, Florian Leduc -Kenstroll Breizh, ivez.
Degemeret oent bet get tud ar gevredigezh ICPI (International Center for Peace and Integration) a laboura get ar re yaouank e Jeorji. Un 40 den benneg a Bologn, Katalunia, Liban, Moldova, Ejipt, Hongaria ha Jeorji a oe bodet er program Erasmus +.
Muioc'h da c'houzout get Natali Kenkadze, kenurzhierez ar program evit ICPI.