Disadorn e oa bodet izili kuzul ar sport evit ar wezh ketañ e Pondi.
E miz c'hwevrer paset e oa bet staliet ar vodadeg-mañ get Rannvro Breizh. Disadorn e oa 40 a dud e Pondi : tud a laboura ba servijoù ar stad, ar rannvro pe an departamantoù, tud dilennet, edukatourion, ha c'hoazh. Ar pal eo eskemm ha gober keunnigoù. Lakaet eo bet ar gaoz a-zivout ar liammoù etre an ekonomiezh hag ar sport, ha petra hell digas an digreizenniñ àr an dachenn-mañ ivez. Selaouamp doh Daniel Gilles, é karg ag ar sportoù er rannvro.
Erwan Evennou, oa aze iwez e anv bodadeg ar gouren hag ar falsab. Intereset eo bet get an digreizenniñ.