SCoT Brest o vont enep an Endro
E fin miz Kerdu paseet 'oa votet ar SCoT gant dilennidi Bro Brest. Ur SCoT 'zo un doare steuñv da aozañ ar c'hêrioù. Kevredigezhioù 'zo hag a labour 'vit difenn an en-dro 'neunt divizet goulenn gant Bro Brest cheñch ar SCoT. Hervez an ADEL, APEG, AE2D, Breizh Vev ha Dour ha stêrioù Breizh n'a ket pall awalc'h afed gwareziñ an en-dro. Brieuc Roc'h 'zo o labourat gant Dour ha Stêrioù Breizh 'vel gwiraour a gonta hiroc'h deomp. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.