Breutadeg Broadel Braz 'zo 'ba Kemper
Ur mizvezh zo zo bet lañset ar Breutadeg Broadel Braz, Le Grand Débat National, gant prezidant gall ar Republik, Emmanuel Makron. 900 000 kemenadenn a zo bet graet war internet, hag a vez graet war o dro gant ar stal sontadegoù Opinion Way. Ar soñjoù skrivet war baper ar c'haieroù, en tier-kêr, a zo int niverellet gant Levraoueg Broadel Frañs. Ar gementad a ditouroù-se a vo graet war o zro gant 2 start-up arbenniget war an algorithmoù.
Hag an trede doare evit d'an dud reiñ o soñj a voe e kerzh emvodoù. E Kemper zo bet kinniget gant an ti-kêr 4 emgav dindan ur mizvezh. Tunvezh Wlagen-Grandjean a voe bet eno dirgwener tremenet.
An emgav diwezhañ, ar pevare aozet gant ti-kêr Kemper, a vo bennirgwener, war sujed an demokratelezh.