Meurzh 8 a viz Genver
Hiriv ez eus bet lakaet ar gaoz àr ar re yaouank er c'hreiz Breizh, Benjamin Fawenn a gemer perzh en enklask Nerzh, selaouit doc'h an abadenn da 41'
Klevet 'zo bet ivez Jo Morvan o lenn ha Daniel Carre o tielfenniñ skridoù Loeiz Herrieu, hiriv e komzimp ag ar feiz, ne veze ket kendalc'het get ar boazioù speredel kement-sen get ar soudarded pa vezent àr an talbenn, selaouit da 30'
Lenn par gwir par gaou, ar gronikenn tasmant a zo bet skignet e penn ketañ an abadenn!
Mat an traoù get skol diwan Gwened! Hag ur fest-noz a vo e Gregam benn disadorn, muioc'h a zisplegadennoù get Natacha Ar Gall da 20'
Diaesamantoù ho peus evit sevel da vitin? Selaouit doc'h kronikenn Morgane Bramoullé 2 vunutenn evit komprenn, da 1e09
"Bloñs" 'vez displeget get Herri Naod doc'h mikro Marie-Laure Groix, evit Gêrioù ar vuhez, selaouit da 12'
Tonioù:
- Celia Cruz, La vida es un carnaval
- Spontus, Valse du chant du coq (+ Manu Sabaté)
- Denez Prigent & mari Boine, geotenn ar marv
- Alan Rouz & Alexis Orgeolet, An hini a garan
- Julie Fowlis, A' phiutrag 'sa phiutar