Dielloù Kervarker prenet gant Departamant Penn-ar-Bed
Dielloù Kervarker a zo bet prenet gant Departamant Penn-ar-Bed. Ar beskont Kervarker a zo brudet braz evel just evit e oberenn veur « Ar Barzaz Breizh », diazezet war ganaouennoù pobl dastumet gantañ. Met evit an enklaskerien eo e zielloù ken prizius all, pe vefe war dachenn ar sonerezh, an etnologiezh, pe c'hoaz an istor. En dielloù e vez kavet da skouer an tri garned bet adkavet e 1964 gant ar muzikologour Donasien Laorañs.
Petra cheñcho e vefe bet prenet an dieloù gant an departamant ? Ar respont gant Nelly Blanchard, enklaskerezh er CRBC.
Daou ziskouezdadeg a vo savet hag e vo lakaet an holl zielloù en linenn a-benn daou vloavezh ac'hann neuze, ur wezh ma vo echu o labour gant Dielloù Kemper.