Bilañs "Brezhoneg er Skol-Veur"
Daou 'vloazh 'zo 'oa bet krouet strollad « Brezhoneg er skolveur » 'ba Roazhon 2. Pal ar c'holektif-se a zo, 'vel vez 'lâret dre e anv : plantañ brezhoneg 'ba'r skolveur, ha da gentañ dre ar pannelloù. Kalzig a oberennoù 'zo bet graet ganto, en o zouez kentelioù brezhoneg « sovaj » 'ba trepasoù ar c'hampus 'vit ar studierien, met ivez ur votadeg 'bras 'vit goulenn diganto hag-eñ int a-du pe n'int ket da lakaat minioc'h a vrehzoneg 'ba'r skol. Tost da 1 200 den o diche 'votet herveze ! Ha gant minioc'h a 80 % doc'houte a-du ga'r c'hinnig ! Emgavioù 'zo bet ga'r prezidant 'vit goût peseurt mod 'hallfe bout lakaet e pleustr. Un tamm bilañs deus ar stourm a vo graet gant Klement Guillanton. Ha ma zo minioc'h a lusk a-fed darvoudoù sevennadurel, n'eo ket aet kalz war-raok an traoù a-fed brezhoneg a lâr an den yaouank deus mikro Gwenvael Delanoe.
Ar gevredigezh studierienn Kejadenn just 'wal 'zo vont da lidañ e 5p²et deiz ha bloazh warnugent e 2019. Nerzh ganti, 'vel just ! Da geñver ar brezhoneg hag ar c'hallaoueg 'ba'r skolveur, 'vit ar poent n'omp ket deuet a benn da gaat ali prezidant ar skolveur. Ha war ar seblant, ne oar ket an implijidi 'zeus bet sinet karta ya d'ar bzhg zoken...