Ar c'hevredigezhioù o souten an divroidi a oa bodet disadorn e Douarnenez
O prientiñ emaint ar vanifestadeg vraz a vo dalc'het a benn an eil ar viz C'hwevrer. E Roazhon ha dirag an holl brefetier e bro C'hall e vo enebet deus lezenn Collomb, al lezenn war ar goulenn bod hag a voe bet votet e bad an hañv.
E Douarnenez disadorn e voe ivez un digarez evit da holl gevredigezhioù souten divroidi Penn-ar-Bed lakaat war wel o oberennoù. « Fraternité Douarnenez », « Fraternité Kemper », « Le temps partagé », « ADAM (association Douaneniste d'Accueil des Migrants) hag all, an holl a voe aze. Plasenn ar marc'had a zo bet buheziet gant o sonerezh, sinema, boued, testenioù ha diskouezadegoù. Jos, deus ar gevredigezh ADAM, a ro kentelioù galleg e Prahda Kemper. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean d'ober petra zo ezhomm deus seurt gouelioù.
Diskinnig : Dindan ar bloavezh emaint e bro C'hall o deus Man hag Adiop desket preg galleg dija. Galvet vez neuze da vont da vanifestiñ d'an eil a viz C'hwevrer e Roazhon evit ma vefe degemeret an dud e bro C'hall hervez gwirioù Bugel-Den. Keverdigezhioù Fraternité Douarnenez ha Kemper a lak e plas kirri-boutin evit mont di.