"L'interdiction du breton en 1902" adembannet get Emgleo Breiz
D'an 29 a viz Gwengolo 1902 'oa lakaet un dekred da reiñ urzh d'ar veleien 'ba Breizh-Izel paouez da brezegenniñ e brezhoneg. Gant Emile Combes hag e gouarnamant radical-socialist 'oa embannet an dekred. Dont 'rae da heul trubuilhoù bras 'oa bet etre ar gouarnamant hag an Iliz 'kerzh an hañv araok. Kaset 'oa ar c'hongregassionnoù 'rae skol maez eus Breizh ha eus Bro-C'hall gant gouarnamant Combes. D'ar Republik da vout mestr war deskadurezh ar vugale. Ur bouchad manifestadegoù gant tud forzh pegement 'oa savet ar gouarnamant d'ar poent se, dreistholl 'ba Bro-Leon. Paket 'neus ar brezhoneg da heul. Selaouomp Fañch Broudic 'neus skrivet ul levr diwar-benn an darvoud mañ "L'interdiction du breton en 1902". Gant Erwan Blanchard.
Al levr (L'interdiction du breton) 'zo o paouez bout adembannet gant Emgleo Breiz stumm niverel: da gaout war lec'hienn internet an ti-embann.
http://www.emgleobreiz.com/