en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Perzhioù fall an eil-dier hag an douristelezh

Perzhioù fall an eil-dier hag an douristelezh

Gwelet 'vez pad ar gouañv ur bern tiezh sarr war vord an aod. Doc'h an eil-tiezh, pe tiezh vakañsoù ma karit, oa kaoz dimeurzh da noz 'ba skolveur an Oriant. Evit kinnig ur studiadenn kaset da benn gant Pobl Vreizh hag Arriti 'oa bet aozet ar brezegenn-se. Keñveriet 'zeus bet ganto ar jeu ba Breizh, Bro Gembre, Bor Gorsika hag inizi Baleares. Ha ma n'eo ket deuet da vout Ibiza aodoù Breizh ez a war gresk an niver a douristed hag a eil-tiezh 'zo ba'r vro. 'Pezh a c'hell bout fall 'vit ekonomiezh ar vro, met ivez an en dro. Rak 'benn 'fin 'zo lec'hioù 'vit labourat a bevañ, ha lec'hioù a deu da vout lec'hioù vakañsiñ hepken, 'vit reiñ plijadur da enstrañjourien pinvidig 'pad an hañv. 'Ba inizi Baleare e cheñch tamm-ha-tamm an doare da soñjal eme Gael Briand. Da lâret eo dibaoe 20 bloazh eo bet distrujet letioù ha lec'hioù vakañsiñ peogwir 'oa arru ur mare e lec'h ma viche komzeg alamaneg pe galleg hepken, ha tamm katalaneg ebet ken 'ba karterioù 'zo. 'Ba Breizh 'zo ul lusk nevez kroget 'vit enebiñ da bolitikerezh kreskiñ an niver a eil tiezh. Strollad Dispac'h, a oa pedet dec'h 'ba'r brezegenn, 'neus graet un neubeut oberennoù war ar sujet-se 'pad an hañv tremenet. Just a-walac'h.. Daoust hag-eñ e anavezit an niver a eil-tiezh 'zo en hon bro ? Hiroc'h 'vo lâret gant Gael Briand, penn-redaktour ar gazetenn Pobl Vreizh. Eman doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio