17vet Foer Bio 'ba Muzilheg
'Benn an 29 hag an 30 a viz gwengolo e vo savet 'vel bep blez get tud ar gevredigezh ///« Terre en Vie » pe « Douar Bev »///. N'eus bet roet tem ebet d'ar foer ar blez-mañ. Donet a ray ouzhpenn kant ha daou-ugent dud da zerc'hel standoù lieseurt a-zivout ar sevel tier, al liorzh, ar boued, an dilhad ha c'hoazh. Prezegennoù vo iwez get Marie-Monique Robin a zay da vanniñ he film nevez-flamm anvet « Notre poison quotidien », ha bout vo iwez ar c'hlaskour Paul Jorion. ///Yann-Vadez ar Galloudeg/// zo perzh en aoziñ. Hiroc'h neus displeget da ///Andréa ar Gal/// 'ba RBG.