Ur c'harr-tan kenskoazell nevez a zo e Kraozon
E Ospital psikiatrek Landerne zo un doare labouriñ divoutin a-walc'h. Ur gevredigezh « Treizerien » hec'h anv a zo, ma vez kavet enni pasianted koulz ha labourerien an ospital. He fal a zo krouiñ liammoù etre an dud, hag aoziñ darvoudoù a stroll. E Kraozon zo ur skourr deus ospital Landerne, hag eno 'n eus « Treizerien » prenet ur c'harr-tan. Ur c'harr-tan dreist-hag-ordinal, extra-et-ordinaire, evel ma vez graet deuhoutañ gant e implijerien. Hiriv eo bet degemeret an oto en ofisiel gant ar skipailhad e Kraozon. Gwenole Korneg a zo medisin psikiatrek e Landerne.