Penaos treuzkas ur yezh 'zo bet minorelaet 'bar familhoù?
Daou zervezh a-bezh 'vit prederiañ war ar yezhoù minoralaet hag an treuskas ba'r familhoù, digwener ha disadorn tremenet 'ba'n Oriant. Tud hag enklaskourien eus meur a vro 'zo bet pedet 'vit kinnig hag eskemm mennozioù hag ostilhoù 'ba skolveur Breizh ar C'hreizteiz. Katalunia, Iwerzhon, Bro Skos, BroGembre, Galisia... ha Breizh 'vel just 'oa e kreiz ar gaozeadenn disadorn beure. Pep hini ga'r statut disheñvel 'vit e yezh, pep hini ga'n niver a gomzerienn disheñvel, peadra 'oa da geñveriañ. Pal pennañ 'oa kavout ostilhoù ha politikerezhioù da lakaat e pleustr a c'hallfe sekour ar yezh da vout treuskaset pelloc'h ba'r familhoù. Stefan Moal 'oa penn ar gaozeadenn. Emañ doc'h mikro Gwenvael Delanoe.