en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Al lezenn NOTRe ha dasparzh an dour

Al lezenn NOTRe ha dasparzh an dour

Un dibab pouezhus 'vo d'ober ga'r c'humunioù ar bloaz o tont : dav 'vo dibab 'piv a raio war dro ar pompañ dour hag ar c'has dour d'an tiez. Bout 'zo 254 kumun ba Morbihan. ha 220 doc'houte a ver an dour a-stroll gant sindikat dour an departamant « Eau du Morbihan » krouet e 1974. Pezh n'eo ket anat. Set aze un doare da vout kengred pa vez labourioù d'ober da skouer, da lakaat memes prizh da bop hini ha da verañ an dour a-stroll. 'Pezh 'zo lezhenn kaset e 2006 « Lezhenn Nôtre » a cheñch an aozadur. Aime Kergeris 'zo prezidant sindikat dour ar Morbihan. Evitañ eo un ostilh poellek-tre ha efedus e sindikat hag eo ret diwall d'ar c'humunioù da chomp hep distruj anezhañ o tibab mont kuit eus an aozadur. 'Ba Penn-ar-Bed 'vo startoc'h hervez Aime Kergeris peogwir n'eus ket eus un aozadur ken bras giz « Eau du Morbihan ». Neuze 'vo diaesoc'h 'nem lakaat a-du, ha pa 'vo mareoù sec'h . Peotramant 'vo diaesoc'h merañ dour ar vro an holl 'sames ha kengred, gant memes prizh 'pep lec'h. 'Pezh 'zo, « Eau du Morbihan » 'zo deuet a-benn da digreskiñ kalzig prizioù goulennet gant embregerezhioù e karg eus an dour peogwir 'noa pouezh awalac'h 'ba'n divizioù, eme e brezidant. Ma 'za pep hini eus e du, 'vit ar c'humunioù bihan 'vo start chom ken kreñv 'tal ouzh 'tal gant Veolia pe reoù all. Un atersadenn kaset da benn gant Gwenvael Delanoe

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio