en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Referendum e Kanaki: gant an tu a-enep d'an dizalc'hiezh eo aet ar maout

Referendum e Kanaki: gant an tu a-enep d'an dizalc'hiezh eo aet ar maout

Gant an tu a-enep dizalc'hiezh Kanaki (Kaledonia-Nevez) eo aet ar maout. Dec'h 'oa votet gant 174 000 den da geñver ar referendum 'oa raktreset e 1988 'ba emglev Matignon, d'ur poent 'oa savet da vat tud Kanaki a-enep Republik Bro-Frañs 'vit ma 'vefe paouezet gant ur sistem trevadenniñ hag evit ma 'vefe roet muioc'h a blas hag a wirioù d'ar Ganaked. Un tamm muioc'h 'vit 56% eus ar voterien 'neunt votet a-enep kuitaat Republik Bro-C'hall, 43,6% 'neunt votet evit sevel ur Vro dizalc'h. 'Pezh 'zo heverk 'bar referendum 'mañ eo ar fed eo 80% eus an dud aotret d'en ober 'neunt votet, da laret eo an dud 'o chom 'ba Kaledonia Nevez araok 1998. Annaïg Perroud 'zo erru e 2008 eno hepken. O chom emañ 'ba Koohne (Koné) 'ba proviñs an hanter noz. 'Neus ket gellet votiñ, ar pezh a gav reizh rak re a dud a orin eus Bro-C'hall c'hallfe kemer perzh 'bar referendum hend all. Heuliet a dost 'neus ar referendum. Eviti eo ur gwall souezhadenn an disoc'hoù. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard. Met n'eo ket disoc'h c'hoazh gant ar referendum. 'Ba emglev Matignon 'zo raktreset 3 referendum en holl. Daou referendum all c'hall bout dalc'het 'benn 2020 ha 'benn 2022.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio