Pikous Dibikous
Hiriv e krog festival ar V/Bogue d'Or, hag a vez dalc'het bep bloaz a-c'houde 1975, e Redon. Bodañ a ra ur 700 a kanerion sonerion ha konterion evit ur genstrivadeg vraz, staget doc'h sevenadur Breizh Uhel. Selaouit displegadennoù Yolaine Delamer, plac'h a volonte-vat er festival da 20' en enrolladenn a-us!
A-c'houde pell o deus ar stered ivez anvioù, hag e brezhoneg ivez èl-just! Selaouit doc'h kronikenn Benjamin Bouard da 8' Peseurt mod 'vez lâret.
C'hui 'vo kaset da vro C'hres hiriv get Gael Le Du, hag e rubrikenn Tonioù Trips, selaouit da 28'
Penaos en em gwareziñ àr internet? Ur roud a vez dalc'het ag PEP TRA a reomp. Diskoulmoù a zo. Selaouit alioù Hervé Kere, ag ar gevredigezh Ordis libres de l'Arrée, da 34' ha da 1e01
I Feel Good, setu ur film nevez lan a fent, kinniget get Yann-Klaod ar Ruyet en e gronikenn Sinema. Selaouit da 1e09 en enrolladenn!
Tonioù:
- An tri dipop, En tu-hont d'ar rivier
- Hamon Martin Quintet, L'étang moderne
- Krenijenn, Tour an disoursiaj ft. Krismenn
- Menguy/Berenguer, Cailin na Gruaige Baine