Manifestet 'zo bet 'ba Breizh a-enep politikerezh sokial Macron
Hirie 'oa manifestadegoù en ur bern kêrioù en Frañs, diwar galv ar sindikadoù, da disklêriañ politikerezh sokial ar gouarnamant. Evit ar wezh kentañ abaoe an distro-skol 'oa liseidi, studierien, gobridi ha retredidi war ar straedoù. CGT, FO, Solidaires, UNEF, Fidl hag UNL 'devoa lañset galv e fin moz Eost. Evite eo torret ar justis sokial gant politikerezh macron, ha breskaet ar re baourañ c'hoazh. Evit ar re yaouank 'oa digarez da sevel 'enep parcoursup ivez. Evit a sell en em reiñ da glevet, sur n'eo ket ar sujed zo lakaet war-wel er journalioù hirie gant adkempenn ar gouarnamant, ur mod da guzhat ar c'hlemmoù. Ne oa ket ar sindikadoù o c'hortoz re a dud war ar straedoù 'vat. Ha 'benn fin 'oa bet, e Breizh bepred. Un tri mil a dud e Roazon, ha savet bec'h un tamm etre manifesterien zo hag ar bolised. Un tri c'hant ha hanter-kant a dud e Kemperle, brav evit ar gêr, mil a dud e Sant Brieg, 2000 e Brest, 1000 e Kemper, 1500 en Oriant met 300 e Gwened 'vat. E Lannuon 'oa tost da 700 a dud, ha sioul an dibunadeg ken a oa. Ne seblant ket da dud zo 'vefe trawalc'h 'manifestiñ bremañ 'vat, evel 'lâr Maelle deomp.