en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Manifestet 'vo 'ban Naoned 'vit adunaniñ bro an Naoned ouzh Breizh

Manifestet 'vo 'ban Naoned 'vit adunaniñ bro an Naoned ouzh Breizh

Warc'hoazh 'vo manifestet 'ban Naoned gant an izili eus ar stroll 44=bzh 'vit goulenn groñs 'vefe savet ur referendum da adstagañ en ur mod melestradurel bro an Naoned ouzh Breizh. Evit an izili eus 44=Breizh eo d'ar Vretoned da divizout hep gortoz ali an dilennidi 'zo 'ba Pariz. Kenderc'hel da vont war ar straedoù 'vit lakaat ar stourm da vezañ gwelet 'zo a-bouez 'vit 44=Breizh kement hag ar sinadeg 'zo kinniget gant Breizh Unvan. 80 000 den 'neunt sinet 'nezhi dija. Met ret 'vo kaout 100 000 sinadur araok ar 1tañ a viz Meurzh 'vit gellout, marteze, rediañ dilennidi departamant Liger Atlantel da lakaat ar gaoz war an adunaniñ. Kenderc'hel da vanifestiñ 'vel warlene daoust d'ar fed 'oa divizet gant Breizh Unvan chom hep kemer perzh enni. Selaouomp Brendan Guillouzig-Gouret, ezel ouzh 44= Breizh. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ. An emgav 'vit ar vanifestadeg 'zo lakaet da 3e 'ba 'kichen kastell duked Breizh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio