en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

4 dilennad an tu enep o kuitaat kuzul kumun Ploue

4 dilennad an tu enep o kuitaat kuzul kumun Ploue

'Ba Ploue o deus holl zilennidi an tu-enep roet o dilez. Hervez ar pevar dillennad, n'eus ket tu labourat gant an aotroù maer Gwen an Nae mui, na gant izili e listennad an tu-kleiz « Ploue evit tout'n dud ». Krog eo an afer pa zo bet roet he dilez da Vleuenn Moreau, rennerezh nevez servijoù teknik ar gumun, goude he frantad aesae. 'Pezh 'zo, eo hi c'hoar dilennad an tu-enep Goual Belz. Direizh eo an dibab 'n eus graet an aotroù maer hervez Goual Belz. N'eo ket un istor labour met kentoc'h politikerezh, evel ma lâro eñ deomp deus mikro Gwenvael Delanoe. Maer Ploue, Gwen an Nae a zispleg 'eo bet souezhet klevet kement-se. Hervezañ pep tra 'zo bet graet hervez lezenn. Ne oa ket mat a-walc'h al labour gant Bleuenn Moreau 'pad he frantad aesae, a lâr eñ. Ne fell ket d'an aotroù Nae displegañ e choaz-dezhañ, dre an abeg m'eo dav da seurt dibaboù chom sekred. Unan bennak all 'zo bet kavet dija 'vit erlec'hiañ ar rennerezh. Bleuenn a glasko kenderc'hel e labour 'ba kumunioù all.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio