Echu gant an Numerus Closus
'Benn ar bloavezh 2020 'vo disoc'h gant an numerus clausus, setu ul lodenn deus ar steuñv yerc'hed 'oa kinniget dec'h. An numerus clausus 'zo ur c'hota hag a zo lakaet e plas 'vit mestroniañ an niver a studierien hag a deu a-benn da vont en eil bloavezh medisinerezh, apotikerezh pe odontologiezh 'bar skol-veur. Ur sistem "hag a zrailh" ar studierien hervez pezh 'zo embannet gant Agnès Buzyn, ministrez ar yerc'hed. Ur mod eo ivez da c'hellout stummañ medisined ouzhpenn 'vit respont d'an ezhommoù 'zo 'bar gevredigezh, rak re nebeut a zo deuhouto 'ba Frañs: daou c'hant 290 000 'vit ur boblañs a 66 million a dud.
Jean Inizan 'zo gant an trede bloavezh studioù medisinerezh 'ba Brest. Ober a ra e soñj deomp war ar c'heloù mañ deus mikro Erwan Blanchard.