en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Amassada": an dachenn da virout ouzh RTE sevel ur parkad 1000 rod-avel 'ban Aveyron

"Amassada": an dachenn da virout ouzh RTE sevel ur parkad 1000 rod-avel 'ban Aveyron

Galvet eo ar stourmerien evit an endro da vont en Aveyron er fin ar sizhun. N'eo ket echu gant ar stourmoù enep ar raktresoù ramzel. Bremañ p'eo bet laosket raktres aerborzh Kernitron al Lann da gouezal, e tro ar selloù war zu stourmoù all. E departamant an Aveyron, zo deus an « Amassada », un dachenn da zifenn ivez, evit mirout deus ar stal RTE, da sevel ur parkad 1000 rod-avel. An is-embregerezh EDF, a savo dreist-holl un treusfurmer tredan braz spontus 6 ha (« super transformateur » a vez graet deuzoutañ). Da betra selvijo un treusfurmer ken braz-se ? Klemañ, o chom en Aveyron, a zispleg hiroc'h deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean... Daoust d'ar stourm enep, zo bet sinet an diskleriadur a laz foran gant Nicolas Hulot e miz Even, hag eñ Minist an Endro da neuze. Chañsoù 'zo ma krogo al labourioù sevel an treusfurmer a hed ar goañv neuze. Adalek dirgwener vez pedet ar re o deus c'hoant en « Amassada ». Gouel an Avel a vo, hag a vez aozet dibaoe 4 bloaz e kumun Saint-Victor-et-Melvieu, e departamant an Aveyron.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio