Keit d'ar FIL, FIL d'ar gêr 2018 - 5/5
Un abadenn kensavet get Yaelle ar Mouel ha Kristof Bernard, get sekour tri c'hronikour : Paskal Tabuteau, Serj Bozeg ha Roderic Halleguen, ha Meriadeg Valy doc'h an teknik.
Tud pedet :
Serj Bozeg ha Paskal Tabuteau a gomz deomp ag an arvestoù.
Alan Stivell da gomz ag an arvest hag ar bladenn nevez-flamm « Human ~ Kelt » hag a zay er-maez e fin miz Gouel-Mikel.
Maelig Mollo, sonour e bagad Roñsed Mor a Vendon da gomz deomp ag ar grouidigezh « Asturianaes ».
///Deskamp kembraeg!/// get Alan Hervé.
Florian Lannuzel da gomz ag Ai'ta ha stad ar stourm evit ar brezhoneg.
Lena an Touz a gomz deomp a vell-droad gouezeleg dre ma vo savet ar c'hampionnad europa a-hed an dibenn-sizhun en Oriant.
Sterenn Le Guillou, Enora Jegou ha Marine Lavigne, perzh er strollad « An teir », da gomz ag ar grouidigezh ///#New Leurenn///, anvet « Eben » hag a vo àr leurenn Kae Breizh.
Sonerezh
- Alan Stivell - ///« Son ar chistr »///.
- Gnoss - ///«The silver fox »///.
- Oriaz - ///« Laridé de la Turballe »///.
- An Teir - ///« Ton doubl gavotenn»///, àr-eeun.