Keleier ar vro d'ar Merc'her 28 a-viz Here
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.
Levrig Yes Breizh a zo bet embannet en-dro.
Hiraet eo bet listenn kinnigoù Yes Breizh evit ar vro gant an eil embann-mañ. Goulenn a ra ar strollad ma vo roet muioc'h a c'halloud d'ar vro, un tamm memes-mod evel e Bro-Gembre lakaomp. Met petra cheñchfe an dra-se evit an dud amañ ? Alan Kloareg, mouezh aotreet Yes Breizh, en deus respontet deomp.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard
Championad Frañs ar Go.
E fin ar sizhun baseet e oa dalc'het championad Frañs ar go, ur c'hoari stratejek eus broioù Azia ar Reter. Degemeret eo bet gant Rengo, kleub go Roazhon, unan eus brasañ kleuboù ar vro. Muioc'h da glevet gant bezprezidant ar c'hleub, Victor Blanchard.
Un atersadenn gant Anton Burel
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Votateg en Israël dec'h, galvet an dud da zibab o deputeed
Afer Epstein : tamallet 'zo da Donald Trump bezañ forset pemp plac'h
Savet 'zo bec'h etre gouarnamant Pekin ha Kylian Mbappé
Tri miliard a eurioù a gousto d'ar c'hoñversoù bet dismantret da-heul ar manifestadegoù
34% eus ar skolidi CE2, CM1 ha CM2 a vefe bet gwazh eus violañsoù seksel er skol e Frañs.