Diorren ar c'hanab er sevel tier eo pal ar raktres european cana palea.
Hiziv e Kergrist e-tal Pondi e oa bodet tud a-vicher e bed ar sevel tier ekologel hag a glask sevel krog ar c'hanab. Ur blantenn eo hag a c'hell bout implijet e meur a feson evit difuiñ tier pe sevel mangoerioù. a-c'houde ar bleadoù 1980 e vez klasket adsevel un hentad da c'hounid kanab evit ar sevel tier en europa a-bezh. Pedet e oa bet tud ag Italia, bro Spagn ha Belgia da gemer perzh, da ziskweiñ o c'henlabour ha da eskemm o skiant-prenet. Mael Cano a zo e servij sivik é heuliañ ar raktres cana palea er gevredigezh Etudes et Chantiers staliet e Roazhon. pelloc'h e konta deomp.