Dilennadegoù prezidant 'vo 'ba Kolombia 'benn disul!
Un dibab krenn en do pobl Kolombia da ober a-benn disul evit dazont o bro. An dilennadegoù prezidant kentañ int dibaoe ma zo bet sinet an emglev a beoc'h etre ar Stad hag ar strollad disparc'hour FARC e 2016. Jedet vez zo bet savetaet 3 000 den deus ar marv dibaoe.
Daou zen o tougen menozhioù politikel disheñvel tre a zo erruet e eil tro an dilennadegoù. An dañvez prezidant e penn ar sontadegoù, Ivan Duque, deus an tu dehou neo-liberalour, a zo bet a-enep an emglev gant ar FARC, ha prometiñ a ra da cheñch anezhañ kerkent ha dilennet.
Lea Pennober a zo o chom hag o labourat e bro Golombia dibaoe un nebeut mizioù 'zo bremañ. Hi a souten an enebour Gustavo Petro, deus an tu kleiz gwir, ha bet gerilhero er bloavezhioù 1980.