en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dibabet ar skridoù evit Priz Lennegezh ar Vugale 2019

Dibabet ar skridoù evit Priz Lennegezh ar Vugale 2019

En em zalc'het zo bet ur juri e kerzh ar fin ar sizhun, da zibap skridoù ar bloaz a-zeu evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz. Bep bloaz e vez roet prizioù d'ur skrivagner-ez e brezhoneg evit ul levr bet nevez embannet gantañ pe ganti. Holl glasadoù bugale skoliataet e brezhoneg hag o deus c'hoant kemer perzh neuze, pe vefe e Divyezh, Diwan pe Dihun, o deus da lenn 3 pe 4 levr a hed ar bloaz. Aozet eo ar genstrivadeg-man gant ar gevredigezh féa (Formation Education Animation) hag an ti-embann Keit Vimp Bev (KVB). Istor plijusañ ar bloaz-mañ n'eo ket bet dibabet c'hoaz, mez prest eo pep tra evit ar priz 2019. Ar juri en eus divizet peseurt skridoù nevez a vo embannet ha kinniget d'ar skolioù, skolajoù ha liseoù. Morgane Kozh a zo en karg deus an embanniñ e Keit Vimp Bev, hag ezelez ar juri. Lâret ra deomp deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean penaos emañ an dibap istorioù ar bloaz-mañ. (2) « devezhioù glac'harus » + treutoc'h eget ar bloaz tremenet + temoù lieseurt Al levrioù bet dibabet bloaz paseet ha kinniget ar bloaz-mañ d'ar vugale o deus plijet kalzig ma laket, dreist-holl d'ar grennarded. Roet vo neuze Prizioù ar Yaouankiz, ha Priz ar Vugale d'ar skrivagnerien o deus plijet ar muiañ e fin ar miz gant ar skolidi.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio