Gwenanerien eus Breizh o vanifestiñ dirak prefeti Breizh 'ba Roazhon!
Dec'h 'oa 30 gwenaner breton en em gavet dirag prefeti Roazhon evit klask ur wezh c'hoaz desachiñ evezh ar Stad. Spontet int : evit ar goañv zo bet 20 000 hed gwenan marvet e Breizh, lod deus ar wenanerien o deus kollet 80 % deus o ruskennoù. Pa gav dezho 'n eus ket bet roet respont a feson ebet deus perzh ar Stad, e chomont da gampiñ e kêr. Jean Daniel Bourdonnay a zo saver gwenan bro Fisel, displegiñ a ra perag n'eo ket tra-walc'h da vezañ bet digorret un Arsellva marvidigezh ar gwenan (OMAA) e Breizh. Deus mikro Laetitia Fitamant e Radio Kerne.