en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Ur c'helenner yoga a zo staliet a-nevez e Kemperle. Sebastien Guinier a ginnig yoga ha meditasion a-hed an deiz, tro hon eus bet da gomz asamblez en abadenn, setu emañ ar paotr mennet gant e labour, un doare 'ni eo da vevañ ivez evitañ. Kit àr avenyoga.fr mard oc'h intereset evit gober yoga e brezhoneg. Ma faot deoc'h gouzout hirroc'h, selaouit an abadenn adal 6' Un dibenn-sizhun plijus ha poellek a oa, e Plañvour, àr galv Kevre Breizh. Aita, ar Redadeg, emglev bro an oriant pe kelennomp, un 40 den benneg a oe deuet d'ar bedadenn. Ar pal e oa lakaat traoù da vont war-raok. Tud 'zo o deus soñjoù interesus, e-touezh Aita da skouer, selaouit an atersadennoù adal 36' en enrolladenn a-us! Triskalia hag ar skolioù, ur liamm a zo bet graet ha n'eo ket bet degemeret mat kenañ get lan a dud. Nullet zo bet ur sortiadenn skol he deus graet trouz e Aodoù an Arvor. Aozet get kooperativ Triskalia e vehe. Neoazh e oa an dud kar aet a enep ar raktres-mañ. Kristof n'oe diskleriet e soñj a fed dibab ur sortiadenn pe... pas. Ar gronikenn Damp Soñj da selaou da 23' Ouzhpenn ar vretoned 'zo! Pobloù minorelet ez eus e Breizh a-bezh, bout 'zo e japan ivez. Hag e-keñver an Ainoued, n'hellamp ket gouzout evit gwir pegoulz int erruet àr an enezenn. Setu ur pobl arall, de zizoloiñ, ur c'hinnig get Benjamin Bouard, selaouit da 27' Hag e-men e teu ar mojennoù, perzh hag glad Breizh bremañ? Distroet omp àr an dra-sen get ar C'hozh Noe, er gronikenn Relegoù an Istoer. Selaouit da 16' Tonioù: - Jasmine Sandlas, Mutiyaran - Talec/Noguet, Nozvezh digousk - Polo & Pan, Coeur Croisé

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio