Ne vo ket paouezet gant implijout ar Glyphosate 'benn tri bloaz
Vo ket paouezet gant implijout ar Glyphosate 'benn tri bloaz. Kerzh an noz etre dilun ha dimeurzh 'oa votet gant deputeed Bro-C'hall a-enep 'vefe lakaet 'bal lezenn implijout ar Glyphosate a-benn tri bloaz 'bal lezenn war al labour-douar hag ar bevañs. 'Pezh 'oa prometet gant pdt ar Republik Emmanuel Macron. Gant Unanviezh Europa 'oa dibabet reiñ ul lisañs evit kenderc'hel da broduiñ ha da werzhañ an dilouzaouer 'ban Unanviezh 'benn 5 bloaz. Macron 'noa bet c'hoant mont pelloc'h ha buanoc'h. Dibab kannaded La Republik en Marche a laka kannaded 'zo 'bar strollad mañ sebezet: pe vefe Sandrine Le Feur 'zo dilennet 'ba pastell-vro Montroulez pe Pol Molac 'zo depute pastell-vro Ploervel. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.