3000 a dud war straedoù Roazhon 'vit goulenn gant Stad Bro-C'hall harpañ Diwan
Disadorn 'oa manifestadeg evit ar skolioù Diwan e Roazon. Un 2000 a dud 'oa bodet, 3000 hervez an aozerien ha laouen ar re-mañ, o krediñ 've bet nebeutoc'h 'benn fin. Ar goulenn kentañ: goulenn gant ar stad degas an arc'hant ret evit paeañ an dud n'int ket kelennerien er skolioù diwan, hag a zo ezhomm bras anê. Selaouomp un toullad manifesterien, Roderig, Bernard ha Gireg. Gant TK e Roazon disadorn.