en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier 8:45

keleier 8:45

@@@Hanv : an termen evit labourat ha deskiñ ur vicher.@@@ Lod ag ar studierion a'glask labourat e-kerzh an hañv evit gounit argant ha paeañ un tamm o studioù. Lod anezhe a za da-benn a labourat ha da zeskiñ ar vecher 'faot dezhe ober diwezhatoc'h. Bleuenn ar Born 'zo kazetennerez evit Ouest-France, é labourat 'ba Landerne. 'Benn kreiz Gwengolo e adstago get he stummadur 'ban IPJ (Institut Pratique du Journalisme) 'ba Pariz. Kontet 'neus da Erwan Blanchard 'pezh 'neus degaset an hañvezh-mañ dezhi. Amañ @@@Digwener e oa fest an dornerezh segal e ekomirdi Sant Degan e Brec'h.@@@ Serret oa bet ar segal e kreiz miz Gourhelen. Ha daet e oa an termen d'ober an dornerezh neuze. Ha kement-mañ mod-kozh. Servij a ra ar plouz tennet evit gober toennoù an tier. Evit sekour get tud an ekomirdi oa daet pevarzek a dud yaouank a vroioù-pell d'ober ur chantier. En o mesk, Omar, a vro Itali. Ni selaouo àr-lerc'h doh Jean Le Palu oa daet da ziskweiñ penaos gober ruskennoù mod-kozh iwez get plouz segal. Emaint an daou doh mikro Olivier Le Clainche. An atersenn

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio