Manifestadeg da souten Diwan 'benn disadorn e Roazhon
'Benn disadorn 'vo ur vanifestadeg e Roazon evit difenn ar skolioù Diwan, ur wezh hag adarre. Da dek eur hanter eo lakaet an emgav, war ar mail François Mitterand, da vont betek ar prefeti, gant ar c'hoant goulenn gant ar stad kemer ar postoù labour e karg. 'ben ma c'hello Diwan derc'hel da vont war-raok. Stéphanie Stoll eo prezidantez Diwan Breizh, lâret 'ra deomp petra eo pal ar vanifestadeg-mañ. gant Tugdual Karluer.