Ar staj brezhoneg savet get Ar Falz zo ar sihun-mañ e Bihwi an Dour.
An digarez evit an hanterkant a stajidi da beurzeskiñ ar yezh. Kentelioù vez da vitin, div brezegenn zo bet get Daniel Giraudon a-zivout yezh ar loened hag get Fanch Morvannoù diàr benn an Tad Julian Maner. Atalieroù zo iwez : evit gwellaat an distagadur, evit soniñ a-veg pe evit gober margodennoù. Daet eo tud a-bell èl Marc'harid ag ar C'hebek hag a dostoc'h, èl Céline a Garaez. Ar pal evite eo tenniñ gounid ag ar staj-mañ evit komz.