Gouel an onion 'ba Rosko 'zo 10 vloaz
Yac'h pesk eo an onion 'ba Rosko. Hag ar gouel gouestlet d'al legumaj mañ 'neus graet berzh 'kerzh ar week-end tremenet. Abaoe dek vloaz eo aozet. Neuze, kalzig a douristed hag a broduerien 'oa bodet war ar porzh 'ba Rosko. Ur gouel 'neus lakaet kalz onion Rosko war wel, setu 'pezh 'neus degaset d'al legumaj eme ///Andre Kemener,/// produer onion 'ba Rosko ha jonnhy d'an oad a 76 vloaz c'hoaz. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///